Louis Pierre Vieillot

Hanterskeudenn
Louis Pierre Vieillot.

Louis Pierre Vieillot, bet ganet en Yvetot (Seine-Maritime a-vremañ, Bro-C'hall) d'an 10 a viz Mae 1748 hag aet da Anaon e Rouan (Seine-Izelañ d'ar mare-se, Bro-C'hall) e 1831, a oa un evnoniour gall.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

E Hispaniola e tremenas Vieillot an darn vrasañ eus e yaouankiz dre m'he devoa e familh madoù eno. Da vare an Dispac'h Gall e voe forbannet eus Bro-C'hall hag eñ da glask repu er Stadoù-Unanet Amerika e-lec'h ma krogas da studiañ al laboused. Un oberenn diglok — Histoire naturelle des oiseaux de l'Amérique septentrionale an anv anezhi — a voe embannet gantañ (gant Louis Bouquet evel kenlabourer) e 1807.

Distroet da Vro-C'hall e penn-kentañ an XIXvet kantved e kavas fred er Bulletin des lois, en ur genderc'hel gant e damm labour war an evned. E 1816 ec'h embannas Analyse d'une nouvelle ornithologie élémentaire ha kenlabourat a reas da Nouveau dictionnaire d'histoire naturelle adalek 1803 betek 1819.

Bezañ e voe e-touez kentañ evnoniourien o pleustriñ war kemmadennoù pluñv al laboused diwar reoù varv pe arselladennoù graet war an dachenn. Ne voe ket evit peurechuiñ e Ornithologie française, ou Histoire naturelle, générale et particulière des oiseaux de France, kroget e 1823, dre ma tremenas e 1831, en dienez.

Deskrivet en devoa un toullad mat a spesadoù nevez, en o zouez reoù eus an Antilhez ha Norzhamerika.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search